Kludet eo Lokorn ouzh tor he menez, gant he ziez sonn e greunvaen glas ouzh troad tour karrez an iliz, piltosek ha digenvez. Ul lec’h brudet-kaer eo e bed an touristerezh e Breizh, ha plijout a ra d’ar sevenerien filmoù, arabat ankouaat e oa ul lec’h sakr da gentañ, ha goude-se kêr-benn al lien-gouel e Breizh, eus fin ar XVvet kantved betek kreiz an XVIIvet.

Testenioù brav eus istor Lokorn eo an tiez-annez kaer a zo war ar Blasenn Vras en-dro d’an iliz-prioldi.

Un neved keltiek meur e oa, kristeniekaet e voe er VIIvet kantved gant sant Ronan ha savet e voe ur gêr eno ouzh troad ar menez, en-dro d’ur palez. Sur
a-walc’h e voe rivinet gant an Normaned ha se zo kaoz e voe adsavet an annezioù el lec’h ma oa peniti Ronan. Troet kalz gant ar relijion e oa konted Kerne, ha duged Breizh diwezhatoc’h, dre-se e voe savet un iliz romanek kentañ, goude-se ur prioldi beneadat, hag evit echuiñ un iliz-prioldi er XVvet
kantved. Diskarget e voe kêr Lokorn eus tailhoù zo gant an duged hag en em staliañ a reas eno ul labouradeg wiaderezh vras evit al lien-gouel.
Kavout a reer roudoù eus an obererezh-se gant an tiez a zo war ar blasenn : burev al lien, ostel Kompagnunezh an Indez, tiez ar varc’hadourien,an notered, ar gontrollerien a-berzh ar Roue, an ofiserien…

Source : Ofis ar brezhoneg / Petites cités de caractère

Retour en haut